Me a ziskenno hag eno e komzin ouzhit; kemer a rin eus ar spered a zo warnout da lakaat warno, evit ma tougint ganit karg ar bobl ha na zougi ket da-unan anezhi.
An AOTROU a ziskennas er goabrenn hag a gomzas outañ; kemer a reas eus ar spered a oa warnañ da lakaat war an dek henaour a tri-ugent. Pa en em lakaas ar spered warno, e profedjont, met ne gendalc'hjont ket.
Chomet e oa daou zen er c'hamp, unan anvet Eldad hag egile Medad, hag ar spered en em lakaas warno; bez' e oant eus ar re a oa merket met ne oant ket aet d'an deltenn, hag e profedjont er c'hamp.
Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
Spered an AOTROU a grogas e Samzun, hag e tispennas anezhañ evel ma tispenner ur menn-gavr, hep netra en e zorn. Met ne lavaras na d'e dad na d'e vamm ar pezh en doa graet.
Pa erruas da Lehi ar Filistined a laoskas kriadennoù a levenez en arbenn dezhañ. Spered an AOTROU a grogas ennañ, ar c'herdin a oa war e zivrec'h a zeuas da vezañ evel lin devet en tan, hag e ereoù a gouezhas diwar e zaouarn.
Spered an AOTROU a voe warnañ, hag e varnas Israel, hag ez eas d'ar brezel. An AOTROU a lakaas Kushan-Rishataim roue Mezopotamia etre e zaouarn, hag e zorn a voe galloudus a-enep Kushan-Rishataim.
Kerkent ha m'en doa troet e gein evit mont kuit digant Samuel, Doue a gemmas dezhañ e galon evit unan all, hag an holl arouezioù a c’hoarvezas gantañ en deiz-se.
Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.
Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediñ, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.