Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 20:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 ra raio an AOTROU da Jonatan hervez an diwezhañ rustoni! Ha mar plij da'm zad ober droug dit, e roin ivez dit da c'houzout, hag ez lezin da vont, hag ez i e peoc'h, ha ra vo an AOTROU ganit evel m'eo bet gant va zad!

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 20:13
22 Referencias Cruzadas  

Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!


Hag an holl bobl a zeuas evit ober da Zavid kemer un tamm boued, e-pad ma oa c'hoazh deiz; met David a douas o lavarout: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni mar debran bara pe un dra bennak all a-raok ma vo kuzhet an heol.


met va gras ne vo ket lamet digantañ, evel ma em eus he zennet digant Saül, am eus distaolet dirazout.


Evel m'eo bet an AOTROU gant ar roue va aotrou, evel-se ra vo gant Salomon, ha ra uhelaio e dron muioc'h eget tron ar roue David va aotrou.


Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho.


Ben-Hadad a gasas da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma vefe a-walc'h a boultr e Samaria evit leuniañ boz dorn an holl bobl a zeu war va lerc'h.


Bremañ, va mab, ra vo an AOTROU ganit, evit ma ri berzh ha ma savi ti an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret diwar da benn.


An aour, an arc'hant, an arem hag an houarn a zo diniver. Sav ha gra! Ha ra vo an AOTROU ganit!


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Ar pezh hoc’h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc’h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc’h a vo ganeoc’h.


Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.


e-lec'h ma varvi e varvin, hag e vin beziet eno. Ra raio an AOTROU din hervez ar strizhder brasañ, mar deu tra all nemet ar marv da'm lemel diganit!


Ha pa c'hoarvezo an arouezioù-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit.


Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.


David a lavaras c'hoazh: An AOTROU hag en deus va dieubet eus pav al leon hag eus pav an arzh, am dieubo eus dorn ar Filistin-se. Neuze Saül a lavaras da Zavid: Kae, ha ra vo an AOTROU ganit.


Saül en doa aon dirak David, dre ma oa an AOTROU gantañ, ha ma oa aet kuit digant Saül.


Mont a rin er-maez hag en em zalc'hin e-kichen va zad er park, e-lec'h ma vi, hag e komzin diwar da benn ouzh va zad, hag e welin petra a vo, hag e roin dit da c'houzout.


Jonatan a lavaras da Zavid: Dre an AOTROU Doue Israel, e furchin va zad warc'hoazh war-dro d'an eur-mañ, pe goude warc'hoazh. Ha setu, mar bez tuet mat e-keñver David, ma ne gasan ket da'z kavout ha ma ne roan ket did da c'houzout,


Met ivez, mar befen c'hoazh bev, e vi madelezhus em c'heñver eus madelezh an AOTROU , en doare ma ne varvin ket,


Ra raio Doue da enebourien David hervez an diwezhañ rustoni, ma ne lezan dezhañ un den zoken da vevañ, ac'hann da veure, eus kement en deus.


Eli a lavaras: Pehini eo ar gomz en deus lavaret dit? N'he c'huzh ket ouzhin mar plij. Ra raio Doue dit hervez an diwezhañ rustoni mar kuzhez ur ger hepken ouzhin eus kement en deus lavaret dit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos