Met az pez soñj ac'hanon pa vi eürus ha diskouez da vadelezh em c'heñver, me az ped. Komz ac'hanon da Faraon ha laka ac'hanon da vont er-maez eus an ti-mañ.
Ar roue a lavaras: Ha n'eus den ken eus ti Saül, ma rin en e geñver trugarez hervez Doue? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Bez' ez eus c'hoazh ur mab da Jonatan, mac'hagnet e dreid.
ra raio an AOTROU da Jonatan hervez an diwezhañ rustoni! Ha mar plij da'm zad ober droug dit, e roin ivez dit da c'houzout, hag ez lezin da vont, hag ez i e peoc'h, ha ra vo an AOTROU ganit evel m'eo bet gant va zad!