La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 15:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.

Ver Capítulo



Sant Ian 15:2
42 Referencias Cruzadas  

Rag piou‐benag hen deuz, e vezo roet dezhan, hag hen devezo c’hoas muioc’h; mes piou‐benag n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan memeus ar pez hen deuz.


Lavaret a reaz dezhe ar barabolen all man: Rouantelez an envou a zo henvel ouz ar goell kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzulat bleud, bete ma vefe goet holl.


Mes hen a respontaz: Kement planten ha n’eo ket bet plantet gant va Zad celestiel, a vezo dic’hriziennet.


hag o velet eur vezen‐fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep‐ken, hag e lavaraz dezhi: Ra na zeui biken frouezen e‐bed ouzid; ha rag‐tal ar vezen‐fiez a zec’haz.


Rag d’an hini hen deuz, e vezo roet c’hoas, hag hen devezo muioc’h; mes digant an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet memeus ar pez hen deuz.


Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.


He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreuniel; mes lakaad a rai ar pell da zevi en eun tan ha na varvo ket.


Pep gwezen ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.


mes ar re ho deuz recevet an had en douar mad, eo ar re a zelaou ar Ger, hag a receo anezhan, hag a zoug frouez, unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.


ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit;


Me eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour.


N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.


C’houi a zo dija net, abalamour d’ar Ger em euz prezeget deoc’h.


Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont.


Mar deuit da zougen kalz a frouez, neuze e vezo va Zad glorifiet, hag e viot va diskibien.


E‐pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur.


Mes mar d’eo bet diskolpet unan‐benag euz ar brancou, ha te, gwezen olivet sauvach, mar d’oud bet greffet en ho flas, ha mar d’oud deuet da gaoud lod er c’hrizien hag er mêl euz ar vezen olivet,


Sell eta ouz ar vadelez hag ouz ar garventez a Zoue; he c’harventez e‐kenver ar re a zo kwezet, mes he vadelez en da genver‐te, mar kendalc’hez en he vadelez; anez, te ive a vezo diskolpet.


Hogen, gouzoud a reomp ive penaos pep tra a dro da vad gant ar re a gar Doue, gant ar re a zo galvet hervez he volontez.


Ha pa gomzfen langachou an dud, ha memeus langachou an elez; ma n’em euz ket ar garantez, ez oun evel an arem hag a zôn, pe evel eur zimbalen skiltrus.


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


o lakaad evez ne deufe den d’en em briva euz a c’hras Doue; ha ne deufe eur c’hrizien c’houero‐benag, o sevel, da veza kiriec a drubuil deoc’h, ha da lakaad meur a hini da veza saotret ganthi;


Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.


ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.