Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 13:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Rag piou‐benag hen deuz, e vezo roet dezhan, hag hen devezo c’hoas muioc’h; mes piou‐benag n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan memeus ar pez hen deuz.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Rak roet e vo d’an neb en deus hag en devo a-fonn, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

12 Rac pihue‐benac en dès, e vou reit dehou, hag en dou calz; mæs pihue‐benac n’en dès quet, e vou lamet a guet hou, memès er péh en dès.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 13:12
17 Referencias Cruzadas  

Rag‐se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi.


Rag d’an hini hen deuz, e vezo roet c’hoas, hag hen devezo muioc’h; mes digant an hini n’hen deuz ket, e vezo lammet memeus ar pez hen deuz.


Petra a rai eta aotrou ar winien? Dond a rai, hag e tistrujo ar verourien‐ze, hag e roio ar winien da dud all.


mes eun dra hep‐ken a zo necesser; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.


Mes an hini n’hen deuz ket anavezet bolontez he vestr, hag hen deuz great traou da veritout beza punisset, a vezo skoet varnezhan neubeutoc’h a daoliou. Ha kalz a vezo goulennet digant an hini hen deuz bet kalz; ha muioc’h a vezo goulennet digant an hini a vezo bet fiziet kalz enhan.


He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan: Petra a glevan‐me lavaret divar da ben? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez; rag ne halli ken a‐viziken gouarn va madou.


Mes Abraham a respontaz: Va mab, dalc’h sonj penaos ec’h euz bet da vadou e‐pad da vuez, pa hen deuz bet Lazar he boaniou; breman ez eo consolet, ha te a zo en tourmanchou.


Rag‐se likit evez penaos e selaouit; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.


Rag piou‐benag hen devezo mêz ouzin‐me hag ouz va c’homzou, Mab an den hen devezo mêz anezhan pa zeuio en he c’hloar he‐unan, hag en gloar an Tad hag an elez santel.


Er c’hontrol, rei a ra eur c’hras vrassoc’h. Dre‐ze ar Scritur a lavar: Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes rei a ra gras d’ar re humbl.


Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos