Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 3:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

10 Hag er vohal e zou a bell laquet arh er hourien er gué: rac‐sé peb huéen péhani ne zoug quet fréh mâd e vou trohet ha taulet én tan.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 3:10
26 Referencias Cruzadas  

hag o velet eur vezen‐fiez var an hent, e tostaaz outhi, mes ne gavaz netra enhi nemed deliou hep‐ken, hag e lavaraz dezhi: Ra na zeui biken frouezen e‐bed ouzid; ha rag‐tal ar vezen‐fiez a zec’haz.


Pep gwezen ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.


Rag mar greont kement‐se d’ar c’hoat glaz, petra a raint‐hi d’ar c’hoat sec’h?


Hogen, ema dija ar vouc’hal var grizien ar gwez. Pep gwezen eta ha na zoug ket a frouez mad, a ia da veza troc’het ha taolet en tan.


Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.


Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont.


Likit evez na rafec’h disprij var an hini a gomz ouzoc’h; rag mar n’ho deuz ket gallet ar re a rea disprij var an hini ho c’helenne var an douar a‐berz Doue, tec’hel kuit, diessoc’h c’hoas e vezo deomp‐ni tec’hel pa droomp kein d’an hini a gomz euz an env;


Mes an hini a brodu spern hag askol, a zo reprouvet ha tost da veza milliget; destinet eo da veza devet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos