Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 3:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

11 Aveid‐on mé, me vadé en deur a zistroedigueah; mæs en hani e zeï ar me lerh, e zou drest‐on; n’on quet aveid zistaquellein é boteu; ean hou badéei guet er Sperèd‐Glan ha tan.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 3:11
29 Referencias Cruzadas  

hag e oent badezet ganthan er Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.


Ian a vadeze en dezert, hag a brezege badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou.


hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.


Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Hag hen a zeuaz en holl vro var‐dro d’ar Jourdan, en eur brezeg badiziant ar gonversion, evit remission ar pec’hejou;


Ian a desteniaz divar he ben, pa zavaz he vouez en eur lavaret: Setu aman an hini divarben pehini e lavaren ar c’homzou‐man: An hini a zeu var va lerc’h a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.


He‐man eo an hini euz a behini e lavaren: Dond a ra var va lerc’h eun den hag a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.


Rag Ian evit‐gwir hen deuz badezet en dour, mes a‐ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered‐Santel.


Neuze Paol a lavaraz: Ian evit‐gwir hen deuz badezet euz ar vadiziant a gonversion, en eur lavaret d’ar bobl credi en Hini a zeue var he lerc’h, da lavaret eo, er C’hrist Jesus.


Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour; hag an eunuk a lavaraz: Setu aman dour, petra a vir na ven badezet?


Hag e c’hourc’hemenaz arreti ar c’harros; hag e tiskenjont ho daou en dour, Philip hag an eunuk; ha Philip a vadezaz anezhan.


Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep‐ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered.


D’in‐me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras‐se da brezeg, e‐touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist,


n’e ket abalamour d’an oberou a justis hor bije great, mes hervez he drugarez, dre ar vadiziant euz an eil c’hinivelez, hag en eur renevezi ac’hanomp dre ar Spered‐Santel,


C’houi ive evel‐se, tud yaouank, en em zoumetit d’ar re ancien, hag o plega holl an eil d’egile, en em viskit a humilite; rag Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes ober a ra trugarez d’ar re a zo humbl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos