Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 3:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Ha na zonjit ket lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Beza hon deuz Abraham da dad; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

9 Ha ne chonget quet de larein én hoh hou‐unan: Ni hun nès Abraham hun tad: rac me lar doh penaus e ell Doué seüel a zoh er mein‐zé bugalé de Abraham.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 3:9
22 Referencias Cruzadas  

Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach,


hag an den‐man a rezone enhan he‐unan, hag a lavare: Petra a rin‐me? rag n’em euz ket a blas awalc’h evit dastum va eost.


Abraham, va zad, kemer truez ouzin, ha digas Lazar, evit ma lakai pen he viz en dour, da freskaad d’in va zeod: rag gwall dourmantet oun e‐kreiz an tan‐man.


Hag hen o respont a lavaraz dezhe: Hen lavaret a ran deoc’h, mar deu ar re‐man da devel, ar vein a grio.


Rentit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion; ha n’ed it ket da lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Ni hon euz evit tad Abraham; rag me a lavar deoc’h ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham.


Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a gomzaz outhe hag a lavaraz: Petra a rezonit‐hu en ho calonou?


Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement‐se, a lavaraz enhan he‐unan: Ma vije an den‐man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.


Hag e respontjont dezhan: Ni a zo lignez Abraham, ha biskoas n’omp bet esclaved dindan den; perag eta e leverez‐te: C’houi a vezo rentet libr.


Gouzoud a ran ez oc’h lignez Abraham, mes c’houi a glask va lakaad d’ar maro, abalamour n’ho deuz ket va c’homzou a zigemer enoc’h.


Daoust ha te a zo brassoc’h eged hon tad Abraham, a zo maro? Ar brofeted ive a zo maro; piou e bretantez‐te beza?


Tud breudeur, bugale euz a lignez Abraham, ha c’houi pere hoc’h euz doujans Doue, deoc’h‐hu eo prezeget ar ger‐man a zilvidigez.


Simon hen deuz discleriet penaos hen deuz Doue commanset da choaz e‐touez ar Jentiled eur bobl consacret d’he hano;


Pe seurt avantach eta a livirimp‐ni hen deuz Abraham, hon tad, kavet hervez ar c’hig?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos