Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:16
57 Referencias Cruzadas  

Ha kement tra a c’houlennot, en eur bedi, mar credet, hen recevfot.


Goulennit, hag e vezo roet deoc’h; klaskit, hag e kefot; skoit, hag e vezo digoret deoc’h.


Ha pa oe deuet an deiz, e c’halvaz he ziskibien, hag e choazaz daouzec anezhe, pere ive a hanvaz ebestel;


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.


Ma vijec’h euz ar bed, ar bed a garje ar pez a zo dezhan; mes dre n’ez oc’h ket euz ar bed, mes ma em euz ho choazet a‐douez ar bed, dre‐ze ar bed a deu d’ho kasaad.


Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez; rag distag diouzin, na hellit ober netra.


Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul.


Hag en eur bedi, e leverjont: Te, Aotrou, hag a anavez calonou an holl, diskouez deomp pehini euz an daou‐man ec’h euz choazet;


Mes c’houi a recevo galloud ar Spered‐Santel, pehini a zeuio varnoc’h; hag e viot testou d’in, en Jerusalem, kerkoulz hag en holl Jude hag er Samari, ha bete ar pen pella euz an douar.


deomp‐ni pere hon euz debret hag evet ganthan, goude ma’z eo bet savet a‐douez ar re varo.


Hag e lavaraz d’in: Doue hon tadou hen deuz da choazet evit ma c’hanavezi he volontez, ha ma veli ar Just, ha ma klevi ar c’homzou euz he c’henou.


Mes an Aotrou a lavaraz dezhan: Kea; rag an den‐ze a zo eun instrumant em euz choazet, evit dougen va hano dirag ar Jentiled, dirag ar rouane ha dirag bugale Israel;


Hogen, breudeur, ne fell ket d’in e tremenfec’h heb gouzoud em euz alies lakeat em sonj mond d’ho kavoud, evit gallout dastum eur frouezen‐benag en ho touez, evel e‐touez an nationou all; mes beteg‐hen eo bet harzet ouzin kement‐se.


dre behini hon euz recevet ar c’hras hag ar garg a Abostol, evit digas da blega d’ar feiz en he hano an holl Jentiled;


Hogen, kement tra a zo bet scrivet gwech all, a zo bet scrivet evit hor c’helenadurez, evit ma hor bezo esperans, dre ar batianted hag ar gonsolation a zeu euz ar Scrituriou.


Daoust ha n’hen deuz ket ar poder ar galloud da ober euz ar memeus tolzen‐bri, eur vessel evit usachou henorabl, hag unan all evit usachou disterroc’h?


Hogen, an holl draouze a c’hoarvezaz ganthe evit servichoud da skouer; ha scrivet int bet evit hor c’helen, ni pere a zo erru var fin an amzeriou.


Mes pa eo bet plijet gant Doue, pehini hen doa va choazet adaleg kov va mam, hag hen deuz va galvet dre he c’hras,


Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus‐Christ evit an oberoumad, pere a zo bet preparet gant Doue a‐ziaraog, evit ma kerzimp enhe.


gant ma teuot da genderc’hel fontet er feiz ha ferm en ho sa, heb dilezel an esperans euz an Aviel hoc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da bep crouadur dindan an env, hag euz a behini me, Paol, a zo bet great ministr.


pehini a zo en ho touez, evel ive er bed holl, hag a zoug frouez eno, evel ive en ho touez, abaoe an deiz m’hoc’h euz her c’hlevet, ha m’hoc’h euz anavezet gras Doue er wirionez;


Evit an desteni‐ze eo, (ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier,) ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol ha da zoctor d’ar Jentiled er feiz hag er wirionez.


evit pehini ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol, ha da zoctor ar Jentiled.


Hag an traou ec’h euz klevet ganen, dirag kalz a destou, laka anezhe etre daouarn tud fidel, pere a vezo ive capabl d’ho diski d’ar re all.


Ar pez a zo caoz ma em euz da lezet en Cret, eo evit ma peur‐reizi an traou a choum da lakaad en urz, hag evit ma likii re Ancien en pep kear, evel ma em euz gourc’hemenet d’id,


Dre ar feiz, Abel a offraz da Zoue eur sacrifis gwelloc’h eged hini Caïn; abalamour d’he feiz e oe kavet just, Doue o renta testeni d’he offransou; ha petra‐benag ma’z eo maro, dre ar feiz‐ze e komz c’hoas.


Hogen, frouez ar justis a vez hadet er peoc’h, evit ar re en em ro d’ar peoc’h.


mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h;


pa velint ho comportamant pur ha leun a respet.


E kement‐man ema ar garantez: n’e ket ni eo hon euz karet Doue, mes Doue eo hen deuz hor c’haret, hag hen deuz digasset he Vab, da eza eur sacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou.


Evidomp‐ni, ni a gar anezhan, abalamour ma hen deuz hor c’haret da genta.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos