Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 A‐vreman n’ho kalvan ken servicherien, rag ar servicher na oar ket petra a ra he vestr, mes ho kalvet em euz mignoned, abalamour ma em euz roet da anaoud deoc’h an holl draou am euz klevet gant va Zad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:15
32 Referencias Cruzadas  

Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe.


Neuze, o veza troet ouz he ziskibien, e lavaraz dezhe ho‐unan: Eürus an daou‐lagad a vel ar pez a velit‐c’houi!


Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar mevel n’e ket brassoc’h eged he vestr, nag ar c’hannad brassoc’h eged an hini hen deuz hen digasset.


Ho pezet memor euz ar gomz‐man em euz lavaret deoc’h: Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun‐me, e persecutint ac’hanoc’h ive; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re‐c’houi.


Beza em euz c’hoas kalz a draou da lavaret deoc’h; mes n’oc’h ket c’hoas evit ho zouten.


Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va‐unan enhe.


Jesus a lavaraz dezhi: Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue.


Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, gwelet a ran ez oud eur profet.


Bez’ em euz kalz a draou da lavaret divar ho pen ha da varn enoc’h; mes an hini hen deuz digasset ac’hanoun a zo gwirion, hag ar pez em euz klevet diganthan, hen lavaran er bed.


Rag discleriet em euz deoc’h holl bolontez Doue, heb kuzat netra.


Rag ne gavan ket e vez mad ar pez a ran, ne ran ket ar pez a fell d’in, mes ober a ran ar pez em euz kassoni outhan.


Rag piou hen deuz anavezet mennoz an Aotrou evit galloud he gelen? Mes ni hon euz mennoz ar C’hrist.


Hag, abalamour ma’z oc’h bugale, Doue hen deuz digasset Spered he Vab en ho calonou, hag ar Spered‐se a gri: Abba, O Tad!


o veza m’hen deuz roet deomp da anaoud ar myster euz he volontez, hervez an dessein a drugarez hen doa formet a‐ziagent enhan he‐unan,


eur myster eo ha na oa ket bet roet da anaoud da vugale an dud, en amzer dremenet, evel ma’z eo bet diskouezet en amzer‐man, dre ar Spered, d’he ebestel santel ha d’ar brofeted;


ar myster a oa kuzet en holl amzeriou hag en holl oajou, mes a zo breman discleriet d’he zent;


n’e ket mui evel eun esclav, mes dreist eun esclav, evel eur breur karet meurbed ganenme, ha muioc’h c’hoas ganezte, hervez ar c’hig, hag hervez an Aotrou.


Jakes, servicher Doue hag an Aotrou Jesus‐Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud!


Hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a lavar ar Scritur: Abraham a gredaz da Zoue, hag e oe countet kement‐se dezhan evit justis, hag e oe galvet mignon da Zoue.


o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a‐ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h.


Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.


Jud, servicher Jesus‐Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus‐Christ.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos