Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Mar deuit da zougen kalz a frouez, neuze e vezo va Zad glorifiet, hag e viot va diskibien.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 E kement-mañ eo e vo roet gloar da’m Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:8
19 Referencias Cruzadas  

Ra sclerio evel‐se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mad‐oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou.


Mes me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a daol malloz varnoc’h; grit vad d’ar re ho deuz kas ouzoc’h, ha pedit evit ar re a outrach hag a bersecut ac’hanoc’h;


Ar bobl, o velet kement‐se a oe souezet, hag e veuljont Doue, pehini hen doa roet eun hevelep galloud d’an dud.


Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl‐C’halloudec, rag hen a zo mad e‐kenver ar re ingrat hag ar re fall.


Dre an dra‐man e c’hanavezo an holl ez oc’h va diskibien, mar hoc’h euz karantez an eil evit egile.


Me eo ar winien, c’houi eo ar brancou. An hini a choum enoun, ha me enhan, hennes a zoug kalz a frouez; rag distag diouzin, na hellit ober netra.


Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan: Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien.


Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all‐benag, grit pep tra evit gloar Doue.


rag c’houi a zo bet prenet gant eur priz braz; glorifiit eta Doue en ho corf hag en ho spered, pere a zo da Zoue.


o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.


diwall da laeres netra, mes beza fidel e pep tra, evit ma lakint henori en pep tra doctrin Doue hor Zalver.


da veza fur, chast, da ziwall ho zi; da veza leun a vadelez, da zenti euz ho friejou; evit na vezo ket drougkomzet a enep ger Doue.


o kaoud eur gomportamant vad e‐touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou‐mad, e‐leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.


Mar deu unan‐benag da gomz, ra gomzo hervez an oraclou a Zoue; mar hen deuz unan‐benag eur garg‐benag, ra zeui d’hen ober hervez ar galloud a ro Doue dezhan, evit ma vezo Doue glorifiet en pep tra dre Jesus‐Christ, da behini eo ar gloar hag ar galloud da viken! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos