Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 4:20 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 mes ar re ho deuz recevet an had en douar mad, eo ar re a zelaou ar Ger, hag a receo anezhan, hag a zoug frouez, unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c’hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 4:20
14 Referencias Cruzadas  

Mes an hini hen deuz recevet an had en douar mad, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a gompren anezhan, hag a zoug frouez, en hevelep doare ma rapport darn kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.


Ha lod all a gwezaz en douar mad, hag a roaz frouez; darn o rapporti kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.


ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.


mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.


N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.


Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.


Evel‐se, va breudeur, c’houi ive a zo maro d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all, da lavaret eo, d’an hini a zo resussitet a‐douez ar re varo, evit ma tougimp frouez da Zoue.


o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.


en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt œuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue;


A‐hend‐all, breudeur, e pedomp, hag ec’h adpedomp ac’hanoc’h dre an Aotrou Jesus, evit, hervez ma hoc’h euz desket ganeomp penaos e tleit bale evit plijoud da Zoue, ma her greot muioc’h‐mui.


Rag ma ema an traou‐ze enoc’h, ha mar emaint en abondans, ne lezint ket ac’hanoc’h da veza na didalvez, na difrouez en anaoudegez euz hon Aotrou Jesus‐Christ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos