Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 4:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 mes sourciou ar bed‐man, tromplerez ar madou ha meur seurt desiriou all o tond varnezhe, a voug ar Ger, hag e teu da veza difrouez;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c’hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 4:19
28 Referencias Cruzadas  

Hag an hini hen deuz recevet an had e‐touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger; mes sourciou ar bed‐man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez.


Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien: E gwirionez hen lavaran deoc’h, dies eo da eun den pinvidic antren e rouantelez an envou.


Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.


Hag ar re a receo an had e‐touez ar spern, eo ar re a zelaou ar Ger;


Ha Jesus a respontaz dezhi: Martha, Martha, te en em laka en poan hag a gemer sourci gant kalz a draou;


Likit eta evez ouzoc’h hoc’h‐unan, gant aoun na zeufe an debauch, ar vezventi ha sourciou ar vuez‐man da bouneraad ho calon, ha na gwezfe an devez‐se varnoc’h heb gouzoud deoc’h.


Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.


Ha na gemerit ket skouer var ar bed‐man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.


(e pere gwech‐all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed‐man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered‐se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez;


Rag n’e ket a‐enep ar c’hig hag ar goad hon euz da gombati, mes a‐enep ar princelezou, a‐enep ar puissansou, a‐enep prinsed an devalijen euz ar bed‐man, a‐enep ar puissansou spirituel euz an droug el leac’hiou celestiel.


Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, hag ar peoc’h a Zoue,


Kemen d’ar re a zo pinvidic er bed‐man, na vezint ket ourgouillus, na lakaint ket ho fizians er pinvidigezou a heller da goll, mes en Doue beo, pehini a ro deomp en abondans pep tra da jouissa anezhe;


rag Demas, o veza karet ar bed‐man, hen deuz va dilezet, hag a zo eat da Dessalokika, Crescens a zo eat en Galatia, ha Titus da Zalmatia.


Rag ma ema an traou‐ze enoc’h, ha mar emaint en abondans, ne lezint ket ac’hanoc’h da veza na didalvez, na difrouez en anaoudegez euz hon Aotrou Jesus‐Christ.


Tarchou int en ho prejou a garantez, o vaga ho c’horf hep damanti, pa zeuont da zebri assambles ganeoc’h; ar re‐ze a zo goabrennou hep dour, taolet ha distaolet gant an avel; gwez erruet da fin an diskar‐amzer, difrouez, diou wech maro ha dic’hriziennet;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos