Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 8:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ar re a zo war al lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n’o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 8:13
37 Referencias Cruzadas  

rag Herodes a zouje Ian, o c’houzoud e oa eun den just ha santel; respet hen doa evithan; ober a rea memeus meur a dra hervez he avizou, hag hen selaou a rea gant plijadur.


An had eo ger Doue; ar re a receo anezhan a‐hed an hent eo ar re hen selaou; mes an diaoul a zeu, hag a denn ar ger‐ze euz ho c’halonou, gant aoun ne deufent da gredi ha da veza salvet;


hag ar pez a zo kwezet e‐touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez‐man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare;


Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.


Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont.


Ian a oa eur c’houlaouen o tevi hag o rei sclerijen, ha c’houi a zo bet fellet deoc’h, evit eur pennad, en em rejouissa ouz he sclerijen.


Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra.


dre behini ive ez oc’h salvet, mar hen dalc’hit evel ma em euz hen prezeget deoc’h; anez ne dalfe netra deoc’h beza credet.


O Galated diskiant! piou hen deuz ho touellet evit na zentfac’h ken ouz ar wirionez? c’houi, dirag daou‐lagad pere eo bet diskouezet Jesus‐Christ ken sclear, hag evel crucifiet enoch?


Ha gouzanvet hoc’h euz kemend‐all, evit koll ho poan? ha c’hoas ma na refec’h nemed koll ho poan!


en den a‐ziabarz, evit ma rai ar C’hrist he zemeurans en ho calonou, dre ar feiz; hag evit,


gant ma teuot da genderc’hel fontet er feiz ha ferm en ho sa, heb dilezel an esperans euz an Aviel hoc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da bep crouadur dindan an env, hag euz a behini me, Paol, a zo bet great ministr.


o veza griziennet ha fontet enhan, ha krenveet er feiz, evel ma oc’h bet desket, o creski enhi, gant actionou a c’hras.


O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll.


o terc’hel ar feiz hag eur goustians vad; hinienou o veza kollet ar goustians vad‐ze, ho deuz great naufrach e‐kenver ar feiz;


Evidomp‐ni, n’omp ket euz ar re en em denn adre evit mond da goll, mes euz ar re a gred evit silvidigez ho ene.


Rag evel ma’z eo maro ar c’horf heb an ene, evel‐se, ive ar feiz heb an oberou a zo maro.


Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus‐Christ, d’en em luya enhe anevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud‐se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta.


Mes c’hoarvezet eo bet ganthe ar pez a lavar ar proverb gwirion‐man: Ar c’hi a zo distroet d’he rechetaden, hag ar wiz, goude beza bet gwalc’het, a zo eat d’en em rullia er fank.


Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.


Tarchou int en ho prejou a garantez, o vaga ho c’horf hep damanti, pa zeuont da zebri assambles ganeoc’h; ar re‐ze a zo goabrennou hep dour, taolet ha distaolet gant an avel; gwez erruet da fin an diskar‐amzer, difrouez, diou wech maro ha dic’hriziennet;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos