Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 17:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 E‐pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 17:12
17 Referencias Cruzadas  

Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.


Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.


Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz‐man hen doa lavaret: N’em euz kollet hini euz ar re ec’h euz roet d’in.


Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz.


evit ma hen devezo lod er garg hag en abostolach hen deuz Judas dilezet evit mond d’al leac’h ma c’happarchant outhan.


Abalamour da ze ive, Doue hen deuz hueleet meurbed anezhan, hag hen deuz roet dezhan eun hano hag a zo dreist pep hano;


Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e‐bed; rag red eo e vez deuet da‐genta ar revolt, hag a vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez,


Ha c’hoas: Me a lakai va fizians enhan. Ha c’hoas: Setu me aman, me hag ar vugale a zo bet roet d’in gant Doue.


Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.


He zaou‐lagad a oa evel eur flam‐tan; ha var he ben e oa meur a gurunen. Beza hen doa eun hano scrivet ha n’eo anavezet gant den nemed ganthan he‐unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos