Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 17:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Ha me n’ed oun mui er bed, mes ar re‐man a zo er bed, ha me a ia d’az kavout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel‐domp‐ni.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 17:11
48 Referencias Cruzadas  

Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e‐kreiz ar bleizi; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed.


Bezit eta parfet, evel ma’z eo parfet ho Tad pehini a zo en envou.


C’houi eta pedit evel‐hen: Hon Tad pehini a zo en envou, da hano bezet santitiet;


Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.


Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,


En deiz‐ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h.


Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.


An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


(me enhe, ha te enoun,) evit ma vezint peur‐c’hreat en unan, hag evit ma c’hanavezo ar bed ec’h euz va digasset, hag e karez anezhe, evel ma ec’h euz va c’haret.


Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud; mes me, em euz da anavezet, hag ar re‐man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset.


Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.


Setu perag Jesus a lavaraz dezhe: Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset.


hag a dle beza digemeret en env beteg an amzeriou ma vezo retablisset an holl draou, euz a bere hen deuz komzet Doue dre c’henou he holl brofeted santel, abaoe pell amzer.


evel‐se ni, petra‐benag ma’z euz kalz ac’hanomp, ez omp eur c’horf hep‐ken er C’hrist; hag ez omp pep hini ac’hanomp izili an eil d’egile;


Rag ar Scritur a lavar da Pharaon: Evit kement‐man em euz da zavet, evit diskouez enoud va galloud, ha ma vezo discleriet va hano dre ar bed holl.


Hogen, ho pidi a ran breudeur, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ, da veza accord assambles en ho komzou, da ziwall ne zavfe division en ho touez, mes da veza unanet mad assambles, a spered hag a zantimant.


N’euz mui na Judeo na Grek; n’euz nag esclav na den libr; n’euz na goaz na maouez; rag c’houi holl a zo unan en Jesus‐Christ.


N’euz nemed eur c’horf hag eur Spered hep‐ken, evel ive ma’z oc’h bet galvet da eun esperans hep‐ken, dre ho vocation.


Abalamour da ze ive, Doue hen deuz hueleet meurbed anezhan, hag hen deuz roet dezhan eun hano hag a zo dreist pep hano;


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


Rag ar C’hrist n’eo ket antreet en eul leac’h santel great gant daouarn an dud, imach an hini gwirion, mes ebarz an env zo‐ken, evit gallout parissa breman e prezans Doue evidomp.


Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h‐hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a‐enep Doue? Piou‐benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue.


pere, dre c’halloud Doue, a zo diwallet dre ar feiz, evit ar zilvidigez, a ia da veza diskouezet en amzeriou diveza.


n’eo ket evel Caïn, pehini a oa euz an diaoul, hag a lazaz he vreur. Ha perag e lazaz anezhan? Abalamour ma oa fall he oberou he‐unan, ha mad re he vreur.


Ni a oar penaos ez omp euz a Zoue, ha penaos ar bed holl a zo beuzet er fallentez.


Jud, servicher Jesus‐Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus‐Christ.


Hogen d’an hini a zo galloudec d’ho tiwall a bep lam, ha d’ ho lakaad dinam ha leun a joa e prezans he c’hloar,


Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano? Rag te hep‐ken a zo santel; evel‐se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.


He zaou‐lagad a oa evel eur flam‐tan; ha var he ben e oa meur a gurunen. Beza hen doa eun hano scrivet ha n’eo anavezet gant den nemed ganthan he‐unan.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos