Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 15:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:6
20 Referencias Cruzadas  

Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez;


Neuze, goude m’hen doe sklapet ar peziou arc’hant en templ, e sortiaz ac’hane, hag o veza eat kuit, en em grougaz.


Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.


Pep gwezen ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan.


Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.


mes eur gortoz heuzus a varnedigez hag eur gwall dan, pehini a dle devori an enebourien.


Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus‐Christ, d’en em luya enhe anevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud‐se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta.


Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.


Ha piou‐benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.


Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr; he‐man eo an eil maro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos