Setu, ar verc’hez a vezo brazez, hag e c’hano eur mab, hag he hano a vezo emmanuel, da lavaret eo: DOUE GANEOMP.
Sant Ian 1:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Er pen‐kenta e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. |
Setu, ar verc’hez a vezo brazez, hag e c’hano eur mab, hag he hano a vezo emmanuel, da lavaret eo: DOUE GANEOMP.
Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.
Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.
Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.
Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.
Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.
pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!
ha da lakaad sclear dirag daou‐lagad an holl, petra eo ar garg euz ar myster a oa kuzet a bep amzer en Doue, pehini hen deuz crouet pep tra dre Jesus‐Christ,
pehini o veza en doare eun Doue, n’hen deuz ket klasket evel eur preiz da dapout, beza par da Zoue;
Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.
o c’hortoz an esperans eürus, hag an diskouezidigez euz a c’hloar hon Doue braz ha Salver Jesus‐Christ,
bet eo hep tad, hep mam, hep lignez, hep commansamant buez, na fin; o veza bet rentet henvel ouz Mab Doue, e choum beleg da viken.
Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.
Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.
Rag beza ez euz tri hag a ro testeni (en env, an Tad, ar Ger, hag ar Spered‐Santel, hag an tri‐ze a zo unan.
hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.
Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in: Na pez ket a aoun; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo;
pehini hen deuz discleriet ger Doue, ha testeni Jesus‐Christ, ha kement hen deuz gwelet.
Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.
Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:
Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.
Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue: