Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 1:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 pehini hen deuz discleriet ger Doue, ha testeni Jesus‐Christ, ha kement hen deuz gwelet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 en deus disklêriet ger Doue ha testeni Jezuz-Krist, ha kement en deus gwelet.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 1:2
22 Referencias Cruzadas  

Ian a roaz c’hoas an desteni‐man, en eur lavaret: Gwelet em euz ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag o choum varnezhan.


Hag ar bobl a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa resussitet anezhan a‐douez ar re varo, a rente testeni dezhan.


Hag an hini hen deuz gwelet kement‐se, hen deuz roet testeni euz an dra‐ze (hag he desteni a zo gwir, hag hen a oar ez eo gwir ar pez a lavar), evit ma credot.


He‐man eo an diskibl‐ze pehini a ro testeni divarben an traou‐man, hag hen deuz ho scrivet; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion.


E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet; mes c’houi na recevit ket hon testeni.


Rag te a vezo test dezhan dirag an holl dud, euz an traou ec’h euz gwelet ha klevet.


Mes sav, hag en em zalc’h var da dreid, rag en em ziskouezet oun d’id evit da lakaad da vinistr ha da dest euz an traou ec’h euz gwelet, hag euz ar re evit pere en em ziskouezin d’id c’hoas.


Rag evidomp‐ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet.


testeni ar C’hrist o veza bet etablisset mad en ho touez;


Evidoun‐me, breudeur, pa oun deuet d’ho kavout, n’e ket gant komzou gwisket kaer, na gant furnez ar bed, ez oun deuet da ziscleria deoc’h testeni Doue.


Ar pez a oa adaleg ar pen‐kenta, ar pez hon euz klevet, ar pez hon euz gwelet gant hon daou‐lagad, euz a behini hon euz sellet piz, hag hon euz touchet gant hon daouarn hon‐unan, divarben Ger ar vuez;


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


An holl, hag ar wirionez he‐unan, a ro testeni vad da Zemetrius; ni hon‐unan a ro ive an destenize dezhan, ha c’houi a oar penaos hon testeni a zo gwirion.


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus‐Christ. Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor;


Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn.


Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h holl! Amen.


Ha pa hen doe an Oan digoret ar pemved siel, e veliz dindan an aoter eneou ar re a oa bet lakeat d’ar maro abalamour da c’her Doue, hag abalamour d’an desteni ho doa dalc’het da rei.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos