Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 1:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 1:8
29 Referencias Cruzadas  

ha me a vezo Tad deoc’h, ha c’houi a vezo mibien ha merc’hed d’in, eme an Aotrou holl c’halloudec.


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in: Na pez ket a aoun; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo;


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl‐c’halloudec, pehini a zo, pehini a oa, ha pehini a vezo, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez.


Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret: Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl‐c’halloudec! Just ha gwir eo da hentchou, O Roue ar zent!


Rag ar re‐ze a zo sperejou diaoulou, pere a ra burzudou, pere a ia etrezeg rouane an douar hag ar bed holl, evit ho dastum assambles evit ar gombat vraz euz a zervez an Doue holl‐c’halloudec.


Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare: Ia, Aotrou Doue Holl‐c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou.


Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei an nationou, rag gouarn a rai anezhe gant eur wialen houarn hag e wasko gant he dreid beol ar gwin euz a goler hag euz a indignation an Doue holl‐c’halloudec.


Hag e kleviz evel mouez eur bobl vraz, hag evel mouez kalz a zoureier, hag evel mouez curunou braz, pere a lavare: Alleluia! rag an Aotrou Doue, an D oue Holl‐c’halloudec a ren.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:


Ne veliz templ e‐bed enhi; rag an Aotrou Doue holl‐c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi.


Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag ar diveza, ar c’hommansamant hag ar fin.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos