Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 1:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 1:7
36 Referencias Cruzadas  

Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou.


E gwirionez hen lavaran deoc’h, beza ez euz hinienou hag a zo aman prezant, ha na varvint ket, ken n’ho devezo gwelet Mab an den o tond en he rouantelez.


Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz.


Hogen, pa zeui Mab an den en he c’hloar, hag an holl elez santel ganthan, neuze ec’h azezo var an tron euz he c’hloar.


Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret ec’h euz; mes c’hoas me a lavar deoc’h, penaos divarvreman e velot Mab an den azezet a‐zeô da c’halloud Doue, hag o tond var goabrennou an env.


Ha neuze e vezo gwelet Mab an den o tond var ar goabrennou, gant eur galloud hag eur gloar braz;


Ha Jesus a lavaraz: Bez’ ez oun; ha c’houi a velo Mab an den azezet a‐zeo d’ar galloud euz a Zoue, hag o tond var goabrennou an env.


Ha neuze e velint Mab an den o tond var eur goabren, gant eur galloud hag eur gloar vraz.


Mes unan euz ar zoudarded a doullaz he gostez dezhan gant eul lanç, ha rag‐tal e teuaz anezhan goad ha dour.


Hag el leac’h all ar Scritur a lavar c’hoas: Gwelet a raint an hini ho deuz toullet.


hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.


goude‐ze, ni ar re veo pere a vezo choumet, a vezo savet assambles ganthe var goabrennou, da zialben an Aotrou, en ear, hag evel‐se e vezimp da viken gant an Aotrou.


a bebeuz poaniou brassoc’h, a gav deoc’h, na vezo ket kavet dign an hini a vac’ho gant he dreid Mab Doue, hag a istimo evel profan goad an allians, dre behini eo bet santifiet, hag a rai outrach var ar Spered a c’hras?


impossubl eo ho renevezi c’hoas evit ma teuint da gaoud keuz, pa’z eo gwir e crucifiont Mab Doue evithe ho‐unan, ouz hen exposi d’an dismegans.


Bugale muia‐karet, breman ez omp bugale da Zoue, hag ar pez a vezimp n’eo ket bet c’hoas diskouezet; mes gouzoud a reomp penaos pa en em ziskouezo, e vezimp henvel outhan, rag her gwelet a raimp evel ma ema.


Divarben ar re‐ze eo hen deuz profetizet Enoch ar seizved den adaleg Adam, en eur lavaret:


An hini a ro testeni euz an traou‐man, a lavar: Ia, dond a ran, dizale. Amen! Ia, deuz, Aotrou Jesus!


Gwelet a raint he faç, hag he hano a vezo var ho zal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos