Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:14
60 Referencias Cruzadas  

ha Jacob a oe tad da Josef, pried Mari, euz a behini eo bet ganet Jesus, a c’halver Christ.


rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou.


Hag e c’hanaz he mab kenta‐ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.


Hogen Per hag ar re a oa ganthan a oa maro gant ar c’hoant‐kousket, ha pa oent dihunet, e veljont he c’hloar hag an daou zen a oa ganthan.


Er pen‐kenta e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.


Jesus a respontaz dezhi: Ha n’em euz ket lavaret d’id, penaos mar credez, e veli gloar Doue?


Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.


Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad?


Roet em euz dezhe ar gloar ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel ma’z omp‐ni unan,


O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed.


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez.


Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.


Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.


An neb a gred enhan n’eo ket barnet, mes an neb na gred ket a zo dija barnet, abalamour n’hen deuz ket credet en hano Mab unic Doue.


Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.


Hag ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho rento libr.


a zo bet peur‐c’hreat gant Doue evidomp‐ni, ho bugale, pa hen deuz digasset Jesus; evel ma eo scrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet.


Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet di‐c’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great: o tigas he Vab he‐unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig;


pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!


An den kenta, o veza bet tennet euz an douar, a zo douar; mes an eil den, an Aotrou, a zo euz an env.


mes an Aotrou hen deuz lavaret d’in: Va gras a zo a‐walc’h evidoud; rag va galloud en em ziskouez er zempladurez. En em c’hlorifia a rin eta kentoc’h euz va infirmiteou, evit ma teuio galloud ar C’hrist da choum enoun.


Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,


D’in‐me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras‐se da brezeg, e‐touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist,


Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder;


en pehini ema dastumet an holl denzoriou euz ar furnez hag euz ar skiant.


Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf.


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


Rag da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e‐bed lavaret: Te eo va Mab, hirio em euz da anjandret? Ha c’hoas: Me a vezo Tad dezhan, hag hen a vezo va Mab?


Abalamour da ze, eo e lavar ar C’hrist, en eur zond er bed: N’ec’h euz goulennet na sacrifis nag offrans e‐bed, mes roet ec’h euz d’in eur c’horf.


Rag an hini a zantifi, hag ar re a zo santifiet, a zepant holl euz a unan hep‐ken; abalamour da ze n’hen deuz ket a vêz ouz ho gervel breudeur, en eur lavaret:


Evel‐se ive ar C’hrist n’hen deuz ket kemeret evithan he‐unan ar gloar da veza Beleg‐braz, mes hen recevet hen euz digant an hini hen deuz lavaret dezhan: Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet.


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan.


Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus‐Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante‐christ.


Gwisket e oa gant eur vantel livet gant goad, hag he hano a zo, ger doue.


Hag e kleviz eur vouez vraz euz an env, hag a lavare; Setu tabernacl Doue gant an dud, hag hen a rai he zemeurans ganthe; int a vezo he bobl, ha Doue he‐unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos