Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 pere n’int ket ganet euz ar goad, nag euz a volontez ar c’hig, nag euz a volontez an den, mes euz a Zoue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 ar re n’int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c’hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:13
25 Referencias Cruzadas  

Ha na zonjit ket lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Beza hon deuz Abraham da dad; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham.


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


Me em euz plantet, Apollos hen deuz douret, mes Doue eo hen deuz lakeat da greski.


rag Doue eo a ro deoc’h ar volontez hag ar galloud, evel ma plij ganthan.


n’e ket abalamour d’an oberou a justis hor bije great, mes hervez he drugarez, dre ar vadiziant euz an eil c’hinivelez, hag en eur renevezi ac’hanomp dre ar Spered‐Santel,


Hon c’hrouet hen deuz hervez he volontez, dre ar gomz euz ar wirionez, evit ma vezimp evel ar frouez‐kenta euz he grouadurien.


o veza ganet a‐nevez, nann euz a eun had vreinus, mes euz a eun haden ha na hell ket dond da vreina, dre c’her Doue, pehini a vev hag a bad da viken.


Ra vezo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hervez he drugarez vraz, hen deuz hon lakeat da c’henel a‐nevez da eun esperans beo dre resurrection Jesus‐Christ a‐douez ar re varo,


c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski.


Piou‐benag a zo ganet euz a Zoue, na ra ket ar pec’hed, rag an had euz a Zoue a choum enhan; ha na hell ket pec’hi, abalamour ma’z eo ganet euz a Zoue.


Bugale muia‐karet, en em garomp an eil egile; rag ar garantez a zeu euz a Zoue, ha kement hini a gar, a zo ganet euz a Zoue, hag a anavez Doue.


Piou‐benag a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue; ha piou‐benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan.


Gouzoud a reomp penaos piou‐benag a zo ganet a Zoue, na bec’h ket; mes an hini a zo ganet a Zoue, en em vir he‐unan, hag an drouk‐Spered na douch ket outhan.


rag kement a zo ganet euz a Zoue, a zo treac’h d’ar bed, hag ar victor he deuz trec’het ar bed, eo hor feiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos