Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Ian a desteniaz divar he ben, pa zavaz he vouez en eur lavaret: Setu aman an hini divarben pehini e lavaren ar c’homzou‐man: An hini a zeu var va lerc’h a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc’h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:15
21 Referencias Cruzadas  

Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Prezeg a rea en eur lavaret; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou.


Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist‐oun‐me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreoueuz he voutou.


Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.


Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.


Hen a zo araog pep tra, ha pep tra dreizhan a gendalc’h en he za.


Jesus‐Christ a zo ar memeus hini, deac’h hag hirio, ha da viken.


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos