Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 1:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 1:11
37 Referencias Cruzadas  

Hag eur vaouez a zoujans Doue, hanvet Lydi, gwerzerez pourpr, euz ar gear a Diatira, a zelaoue; hag an Aotrou a zigoraz he c’halon, evit ma raje evez ouz an traou a lavare Paol.


Hogen, erruoud a reaz en Ephesus eur Judeo, hanvet Apollos, ginidic euz a Alexandria, eun den a dalant ha disket braz er Scrituriou.


Mes kas a reaz tud euz a Vilet da Ephesus, da c’hervel ar re ancien euz an Iliz.


Mar d’eo en gwel euz ar bed‐man em euz combatet ouz al loened gwez en Ephesus, pe seurt profit em euz‐me euz a gement‐se? Ma ne deu ar re varo da resussita, debromp hag evomp, rag varc’hoas e varvimp.


Koulskoude e choumin en Ephesus beteg ar Pentecost;


Paol, abostol Jesus‐Christ dre volontez Doue, d’ar zent ha d’an dud fidel er C’hrist Jesus, pere a zo en Ephesus.


Rag me a fell d’in e teufec’h da c’houzout pegen braz eo ar gombat em euz da zouten evidoc’h, hag evit ar breudeur a Laodicea, hag evit ar re holl n’ho deuz james va gwelet va‐unan.


Exhorti a ran ac’hanoud, evel m’em euz great dija pa guitaiz Macedonia, da choum en Ephesus evit recommandi da eur certen tud diwall da brezeg eun doctrin estranjour,


Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in: Na pez ket a aoun; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo;


Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.


pehini hen deuz discleriet ger Doue, ha testeni Jesus‐Christ, ha kement hen deuz gwelet.


Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.


Ha pa ho doe ar seiz curun roet ho moueziou da glevet, ez ean da scriva; hag e kleviz eur vouez euz an env hag a lavare d’in: Dalc’h siellet an traou ho deuz lavaret ar seiz curun, ha na scriv ket anezhe.


Hag e kleviz eur vouez euz an env, hag a lavare d’in: Scriv: Eürus divar vreman ar re varo pere a varv en Aotrou! Ia, eme ar Spered, rag diskuiza a reont euz ho labouriou, hag ho oberou a ia d’ho heuil.


Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.


Scriv d’an eal euz a Iliz ephesus: Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e‐kreiz ar seiz cantoleur aour:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz pergamus: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz thyatira: Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daou‐lagad evel eur flam‐tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera.


Mes lavaret a ran deoc’h‐hu, ha d’ar re all en Thyatira, ha da gement hini ha na heuil ket an doctrin‐man, ha pere, emezhe, n’ho deuz ket anavezet an dounder euz a Satan: Ne daolin beac’h‐all e‐bed varnoc’h;


Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:


Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz: Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in: Scriv; rag ar c’homzou‐man a zo gwirion ha sur.


Lavaret a reaz ive d’in: Ne laka ket dindan ziel ar c’homzou a brofesi euz al levr‐man; rag an amzer a zo tost.


Me, Jesus, em euz kasset va eal, evit renta deoc’h testeni euz an traou‐man en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, ar stereden lugernus euz ar mintin.


Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:


Beza ec’h euz ive en Sardis eun neubeud tud pere n’ho deuz ket saotret ho dillad, ha pere a valeo ganen en dillad gwenn, rag dign int a gement‐se.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos