Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 21:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 21:6
26 Referencias Cruzadas  

Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id: Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da‐unan, hag e roche d’id dour beo.


Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, n’ec’h euz netra evit tenna dour, hag ar punz a zo doun; a be leac’h eta e pefe‐te an dour beo‐ze?


mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.


ha ma’z int justifiet en gratis dre he c’hras, dre ar redemption a zo en Jesus‐Christ,


Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he‐unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp‐ni holl, penaos na roi‐hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan?


Evidomp‐ni, n’hon euz ket recevet spered ar bed, mes ar Spered a zeu euz a Zoue, evit anaoud an traou a zo bet roet deomp gant Doue;


Mar deu unan‐benag da vatissa var ar fondamant‐man gant aour, pe arc’hant, pe mein precius, pe koat, foen, soul,


Rag‐se eta, diwallit na zeufe den da lakaad he c’hloar en dud, rag pep tra a zo deoc’h;


Piou eta eo Paol, ha piou eo Apollos, nemed servicherien dre bere hoc’h euz credet, hervez ma’z eo bet roet da bep hini anezhe gant an Aotrou?


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in: Na pez ket a aoun; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo;


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.


hag a douaz dre an hini a zo beo da viken, pehini hen deuz crouet an env hag an traou a zo enhan, an douar hag an traou a zo enhan, ar mor hag an traou a zo enhan, penaos na vije mui a amzer,


Ar seizved eal a skulliaz he scudel en ear; hag e teuaz eur vouez vraz euz a dempl an env, euz an tron, hag a lavare: Erruet eo an taol.


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag ar diveza, ar c’hommansamant hag ar fin.


Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos