Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 21:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz: Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in: Scriv; rag ar c’homzou‐man a zo gwirion ha sur.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 21:5
14 Referencias Cruzadas  

Mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez; hag evel‐se e virer an eil hag egile.


Mar d’euz eta unan‐benag hag a zo er C’hrist, hennes a zo eur c’hrouadur nevez; an traou koz a zo tremenet; setu deuet pep tra da veza nevez.


Hogen, ar c’homzou‐man: C’hoas eur vech, a verk ar fin euz an traou a hell beza chenchet, e kement ha ma’z int bet great, evit ma choumo ar re ne chenchont ket.


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.


Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.


Neuze e veliz eun tron braz ha gwenn, hag an hini a oa azezet varnezhan. An douar hag an env a dec’haz a‐zirag he faç, he ne oe mui kavet ho flas.


ha mar deu unan‐benag da lemmel euz a gomzou al levr a brofesi‐man, Doue a lammo he lod euz al levr ar vuez, hag euz ar gear zantel, hag euz an traou a zo scrivet el levr‐man.


Goude‐ze e lavaraz d’in: Ar c’homzou‐man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep‐dale.


Ha kerkent e oenn ravisset en spered; hag e veliz eun tron savet en env, hag unan azezet var an tron‐ze.


Hag e‐pad ma oa an anevaledse o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken,


Neuze e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos