Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:18
41 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab, hag an hini ma plijo d’ar Mab hen rei dezhan da anaoud.


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Izaias a lavaraz an traou‐ze, pa velaz he c’hloar, ha pa gomzaz euz anezhan.


Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calen Jesus.


Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad?


Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va‐unan enhe.


Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.


E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet; mes c’houi na recevit ket hon testeni.


N’e ket m’hen defe den gwelet an Tad, nemed an hini a zeu euz a Zoue; hennes hen deuz gwelet an Tad.


evit an dud difeiz, da bere doue ar bed‐man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue.


Hen eo an imach euz an Doue invisibl, ar c’henta‐ganet euz an holl grouadurien.


Da Roue an holl amzeriou, immortel, hag invisibl, da Zoue en pehini hep‐ken ema ar furnez, ra vezo rentet henor ha gloar da viken! Amen.


pehini hep‐ken na hell ket mervel, hag a choum en eur sclerijen ha na heller ket tostaad outhi, ha n’eo ket bet gwelet, ha na hell beza gwelet gant den; dezhan an henor hag ar galloud da viken! Amen.


Den e‐bed n’hen deuz biscoas gwelet Doue; mar en em garomp an eil egile, Doue a choum enomp, hag he garantez a zo peur‐c’hreat enomp.


Mar d’euz unan‐benag hag a lavar: Me a gar Doue, ha mar deu da gasaad he vreur, hennes a zo eur gaouiad; rag an hini na gar ket he vreur hag hen o velet anezhan, penaos ec’h hell‐hen karoud Doue, pa na vel ket anezhan?


Karantez Doue en hor c’henver a zo en em diskouezet dre ma hen deuz digasset Doue he Vab unic er bed, evit ma vevimp dreizhan.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos