Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:17 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus‐Christ.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:17
37 Referencias Cruzadas  

Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez.


N’it ket da zonjal ez eo me ho tamallo dirag an Tad; Moises, en pehini ec’h esperit, hennes eo an hini a damallo ac’hanoc’h.


Moises ha n’euz‐hen ket roet deoc’h al lezen? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit‐hu va lakaad d’ar maro?


Hag ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho rento libr.


Ni a oar hen deuz komzet Doue ouz Moises; mes, evit he‐man, na ouzomp ket a be leac’h eo.


O veza merket eun deiz dezhan, e teujont en niver brassoc’h d’hen kavoud en hostaliri; hag adaleg ar mintin beteg an noz e tisclerie dezhe rouantelez Doue, o renta testeni, hag ouz ho lakaad da gredi, dre lezen Moises ha dre ar brofeted, ar pez a zell ouz Jesus.


Hennes eo an hini, pa oa assamblet ar bobl en dezert, a oa o komz gant an eal var menez Sina, ha gant hon tadou, hag a recevaz komzou a vuez evit ho rei deomp.


Rag ar pec’hed n’hen devezo ket a c’halloud varnoc’h, rag n’emoc’h ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras.


Rag kement a zo euz a bromessaou Doue, a zo holl ia enhan: dreizhan eta ive an Amen, evit gloar Doue dreizomp‐ni.


Setu aman eta ar pez a lavaran: Evit ar pez a zell an allians a oa bet a‐ziaraog confirmet gant Doue er C’hrist, al lezen, roet pevar c’hant ha tregont vloaz goudeze, n’he deuz ket gallet he zerri, evit diskar ar bromessa.


Ha kazi an holl draou a vez purifiet gant goad, hervez al lezen, hag hep skul goad n’euz ket a bardon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos