Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
Romaned 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag pa edomp er c’hig, gwall‐ioulou ar pec’hejou, o kemer nerz dre al lezen, a laboure en hon izili, en hevelep doare ma tougent frouez d’ar maro. |
Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.
Setu perak Doue en deus o laosket da c’hoantegezhioù mezhus. Rak o gwragez o deus troet ar c’hiz naturel en unan all a zo a-enep an natur.
Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.
Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.
Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,
Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.
Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc’h eus roet hoc’h izili da sklavourien d’an hudurniezh ha d’ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc’h izili bremañ da sklavourien d’ar reizhder evit ar santeladur.
Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c’hlevidigezh hag am dalc’h ereet ouzh lezenn ar pec’hed a zo em izili.
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.
Dre-se ho pet soñj penaos, o vezañ ma oac’h gwechall paganed er c’hig ha galvet diamdroc’h gant ar re a c’halver amdroc’hidi er c’hig dre zorn an den,
En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.
Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.
A-belec’h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n’eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc’h izili?
Piv bennak a bec’h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec’hed a zo un dorridigezh eus al lezenn.