Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 5:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Hogen, al lezen a zo deuet evit lakaad ar pec’hed da greski; mes el leac’h ma hen deuz ar pec’hed cresket, ar c’hras he deuz cresket c’hoas muioc’h,

Ver Capítulo Copiar




Romaned 5:20
28 Referencias Cruzadas  

Abalamour da garantez da anv, o AOTROU, e pardoni din va direizhder, ha bras eo.


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


Doug eta, te ivez, an dismegañs ac'h eus roet da'z c'hoarezed, en abeg da'z pec'hedoù a oa euzhusoc'h eget o re. Int en em gav reishoc'h egedout! Bez eta, te ivez, goloet a vezh, ha doug da zismegañs, pa ec'h eus reishaet da c'hoarezed.


Moizez a reas un naer arem, a lakaas war ur berchenn; ha pa vez flemmet unan bennak gant un naer, e selle ouzh an naer arem hag e veve.


Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o doe pep a ziner.


It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c’homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.


Dre-se e lavaran dit, he fec’hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.


Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m’o devo ar vuhez, ha m’o devo anezhi gant fonnuster.


Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.


Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.


Petra a lavarimp eta? Ha chom a raimp er pec’hed evit ma fonno ar c’hras?


Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos