Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 1:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Setu perak Doue en deus o laosket da c’hoantegezhioù mezhus. Rak o gwragez o deus troet ar c’hiz naturel en unan all a zo a-enep an natur.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Abalamour da ze eo hen deuz Doue ho abandonet da ioulou mezus; rag memeus ho gragez en ho zouez ho deuz chenchet an usach naturel en eun all a zo a‐enep an natur.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:26
14 Referencias Cruzadas  

O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emañ an dud a zo deuet ez ti en nozvezh-mañ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.


Met va fobl n’he deus ket selaouet ouzh va mouezh, Israel n’eo ket fellet dezhañ sentiñ ouzhin.


Dre-se ivez Doue en deus o lakaet, hervez droukc’hoantoù o c’halonoù, en un hudurniezh ken bras ma o deus dizenoret o c’horfoù o-unan,


Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.


Ha n’ouzoc’h ket penaos an dud direizh n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc’h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,


o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d’al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant taerded.


Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,


hep en em reiñ d’un droukc’hoant fall evel ma ra ar baganed n’anavezont ket Doue,


ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,


Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n’anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant.


ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.


Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kêr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos