Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 6:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Pe seurt frouez a dennac’h‐hu neuze euz an traou a bere hoc’h euz mêz breman? Rag ar fin euz an traou‐ze eo ar maro.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 6:21
46 Referencias Cruzadas  

Goude-se ar roue a lavaras d'an aberzhour Abiatar: Kae da Anatod, war da zouaroù, rak ez out dellezek eus ar marv, koulskoude ne lakain ket ac'hanout d'ar marv hiziv, rak douget ec'h eus arc'h an Aotrou AOTROU dirak David va zad, hag ec'h eus bet perzh en holl c’hlac’haroù va zad.


hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.


Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,


Setu, displed on, petra a respontin dit? Lakaat a rin va dorn war va genoù.


Setu perak em eus euzh ouzhin, hag em eus keuz war ar poultr hag al ludu.


betek ma'z on aet e santual Doue, ha ma em eus taolet evezh ouzh diwezh an dud-se.


Ra zebrint eta frouezh o hent, ha r'o devo o gwalc'h eus o c'huzulioù o-unan,


Bez' ez eus un hent a seblant eeun d'an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv.


Bez' ez eus un hent a seblant eeun d'an den, met a-benn ar fin ez eo hent ar marv.


Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.


Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.


Setu perak eo bet dalc'het ar c'haouadoù, ha n'eus ket bet glav an diwezhañ amzer. Ha tal ur ribodez ac'h eus bet, n'eo ket fellet dit kaout mezh.


Goude bezañ distroet em eus bet keuz, goude bezañ bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, dre ma tougen dismegañs va yaouankiz.


Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.


Mard int mezhek eus kement o deus graet, ro dezho da anavezout doare an ti, e neuziadur, e doulloù-dor, e zigoroù, e holl zoareennoù, e holl reolennoù, e holl zoareoù, e holl lezennoù. Skriv anezho dindan o daoulagad, evit ma virint e holl zoareennoù hag e holl reolennoù ha ma raint diouto.


Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.


ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.


Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het.


Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?


Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv.


Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.


Karantez ar c’hig eo ar marv, met karantez ar spered eo ar vuhez hag ar peoc’h,


Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.


Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n’he deus ket degaset ennoc’h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c’hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc’h eus e pep keñver ez oc’h glan en afer-se.


War gomz daou dest pe dri dest e vo lakaet d'ar marv an hini a zle mervel. Ne vo ket lakaet d'ar marv war gomz un test hepken.


P'en devo graet un den ur pec'hed din a varv, hag e vo lakaet d'ar marv, hag e vo krouget ouzh ar c'hoad,


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?


met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet.


Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.


ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec’her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.


Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?


Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.


Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.


Ar marv ha lec’h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos