Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 15:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Rag euz ar galon eo e teu ar sonjezonou fall, al lazerezou, an avoultriajou, al libertinach, al laeronsiou, ar fals testeniou, ar blasphemou.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

19 Rac ag er halon e ta er goal‐chonjeu, lahereah avoultriach, treu lous, laëronci, testoni fall, droug‐gonzereah.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 15:19
24 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.


An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.


Kasaat a ran ar soñjoù didalvez, met karout a ran da lezenn.


Ar sotoni a zo stag ouzh kalon ar bugel, met gwialenn ar c'hastiz a bellaio anezhi dioutañ.


Ur mennad fall a zo ur follentez, hag ar goapaer a zo un euzhusted evit an dud.


Diwall da galon gant evezh, rak anezhi eo e teu mammennoù ar vuhez.


ar falloni a zo en e galon, ijinañ a ra an droug e pep amzer, lakaat a ra stourmadegoù da c'henel.


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


O zreid a red etrezek an droug, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall, o soñjoù a zo soñjoù a zireizhder, emañ ar gwastoù hag an distruj war o gwenodennoù.


Ar galon a zo touellus dreist pep tra, ha fall disfizius. Piv hec'h anavezo?


Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?


Balaam a lavaras d'an azenez: Graet ec'h eus goap ac'hanon! Ma vefe ur c'hleze em dorn, e lazhfen ac'hanout.


Setu aze an traoù a hudura an den, met debriñ hep bezañ gwalc’het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.


Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc’h eus soñjoù fall en ho kalonoù?


Az pez eta keuz eus da fallentez ha goulenn digant Doue ma vo pardonet dit soñj da galon, mar d-eo posupl,


Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c’hig; c’hoant am eus d’ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d’henn ober.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos