Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.
Romaned 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes dre da galeder ha da galon dizent ouz Doue, e tastumez eun tenzor a goler evit an deiz a goler, an deiz ma vezo discleriet ar varnedigez just a Zoue, |
Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.
Hag en em savas ivez a-enep ar roue Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiñ dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag e kaletaas e galon, evit chom hep distreiñ d'an AOTROU Doue Israel.
Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalon evel e Meriba, evel en deiz Masa er gouelec'h;
Setu, mont a ran da galetaat kalon an Ejipsianed hag ez aint war ho lerc'h. Hag e vin enoret war-bouez Faraon hag e holl armead, war-bouez e girri hag e varc'hegerien.
Bremañ kae, ren ar bobl d'al lec'h am eus lavaret. Setu, va ael a yelo dirazout, met d'an deiz ma rin ar c'hastiz, e kastizin warno o fec'hed.
Faraon, o welout e oa un ehan, a galetaas e galon, ne selaouas ket anezho evel m'en doa lavaret an AOTROU .
Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.
Eürus eo an den a zo dalc'hmat en doujañs, met an hini a galeta e galon a gouezho er sotoni.
An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.
Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.
Rak gouzout a raen e oas kaledet, e oa da c'houzoug ur sparl-houarn, ha da dal un tamm-arem,
hag an AOTROU en deus lakaet da zont ha sevenet evel m'en doa lavaret, dre ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU ha n'hoc'h eus ket selaouet e vouezh; dre-se eo c'hoarvezet kement-mañ ganeoc'h.
Reiñ a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c'hig, hag e roin dezho ur galon gig,
Met ti Israel ne fello ket dezhañ da selaou, rak ne fell ket dezhañ va selaou; rak holl di Israel a zo faeüs a zremm ha kaledet a galon.
Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.
N'ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laeroñsi en o falezioù.
Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc’h ar wirionez en direizhder,
Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;
Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c’halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,
Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.
Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhañ hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhañ etre da zaouarn, evel m'emañ hiziv.
ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c’houzañvit poan eviti.
Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n’en em galedfe unan bennak ac’hanoc’h dre dromplerezh ar pec’hed.
e-pad ma’z eo lavaret: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù evel ma c’hoarvezas e-doug an enebiezh.
Doue a verk a-nevez un devezh dre ar ger-mañ: Hiziv, o lavarout dre Zavid ken pell goude, evel ma’z eo lavaret uheloc’h: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù.
Hoc’h aour hag hoc’h arc’hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc’h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc’h eus un teñzor en deizioù diwezhañ.
ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU , en doa kaletaet o c'halon evit mont d'ar brezel a-enep Israel hag evit bezañ lakaet da verz hep ma vije trugarez evito, hag evit ma vefent distrujet evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,
Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.
penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,
Roet em eus amzer dezhi evit m’he defe keuz eus he gadaliezh, met n’eo ket fellet dezhi kaout keuz.
Perak e kaletafec'h ho kalon, evel m'o deus kaletaet an Ejipsianed ha Faraon o c'halon? Goude m'en doe graet a-enep dezho e vurzhudoù, ha n'o lezjont ket da vont kuit? Hag ez ejont kuit.