Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Hogen, an envou hag an douar a‐vreman a zo diwallet dre ar memeus ger, ha reservet evit an tan, en deiz ma vezo barnet ha kollet an dud impi.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 3:7
31 Referencias Cruzadas  

Gwechall ec'h eus diazezet an douar, hag an neñvoù a zo labour da zaouarn.


Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded. Dirazañ ez eus un tan loskus, en-dro dezhañ ur gorventenn nerzhus.


Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d'an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.


Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoù tan.


Hag e sellis betek ma voe lakaet tronioù ha ma azezas Henaour an deizioù. E zilhad a oa gwenn evel an erc'h, ha blev e benn evel gloan glan. E dron a oa evel flammoù-tan, hag e rodoù evel un tan grizias.


Setu perak, va gortozit, eme an AOTROU, d'an deiz ma savin evit an diwisk. Rak divizet em eus dastum ar broadoù, ha bodañ ar rouantelezhioù, evit skuilhañ warno va c'hounnar, holl dan va fulor, rak an douar holl a vo lonket dre dan va gwarizi.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Dir ha da Sidon eget deoc’h.


Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Vro-Sodom eget dit.


Me a lavar deoc’h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.


An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket ha n’ho selaouint ket, pa’z eot kuit ac’hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da Sodom ha da C’homora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


An hini na’m degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d’an deiz diwezhañ.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.


hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc’h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue,


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h e doare ebet. Rak ret eo e c’hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec’hed, mab ar gollidigezh,


Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c’hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.


rak hon Doue a zo ivez un tan loskus.


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.


o c’hortoz hag o hastañ donedigezh deiz Doue, ma vo teuzet an neñv entanet ha ma en em fonto an elfennoù devet?


E kement-se eo bet peurc’hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma’z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.


ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.


Al loen a oa ha n’emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll.


Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.


Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.


Gwelout a ris un neñv nevez hag un douar nevez, rak an neñv kentañ hag an douar kentañ a oa tremenet hag ar mor ne oa ken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos