Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 48:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Rak gouzout a raen e oas kaledet, e oa da c'houzoug ur sparl-houarn, ha da dal un tamm-arem,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 48:4
27 Referencias Cruzadas  

Met n'o doa ket selaouet, ha reutaet o doa o gouzoug, evel m'o doa graet o zadoù, ha n'o doa ket kredet en AOTROU o Doue.


Bremañ na reudit ket ho kouzoug evel ho tadoù, astennit ho torn etrezek an AOTROU, deuit d'e santual en deus santelaat evit biken, servijit an AOTROU ho Toue, hag e fulor entanet a zistroio diouzhoc'h.


Hag en em savas ivez a-enep ar roue Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiñ dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag e kaletaas e galon, evit chom hep distreiñ d'an AOTROU Doue Israel.


Met kerkent ha m'o doe diskuizh, e tistroent d'ober fall dirazout, ha neuze o zilezes etre daouarn o enebourien a vestronie anezho. Hag adarre e klemmjent war-zu ennout, hag o c'hleves eus an neñvoù, hag evel-se, hervez da drugarez vras, ec'h eus o dieubet meur a wech.


Lavaret em eus d'ar re lorc'hus: Na fougeit ket! Ha d'ar re zrouk: Na savit ket ho korn!


ha ma ne vint ket, evel o zadoù, ur rummad diroll ha disent, ur rummad na oa ket tuet mat o galon ha na oa ket feal da Zoue o spered.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Sellet em eus ouzh ar bobl-mañ, ha setu, eo ur bobl a c'houzoug reut.


evit ho ren etrezek ar vro-se a zever gant laezh ha mel; met ne bignin ket ez kreiz gant aon na guzumfen ac'hanout en hent, dre ma'z out ur bobl a c'houzoug reut.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Lavar da vibien Israel: C'hwi a zo ur bobl a c'houzoug reut; ma pignfen ur pennadig hepken ez kreiz, e kuzumfen ac'hanout; bremañ eta lam da vragerizoù kuit diwarnout hag e welin ar pezh a rin dit.


Faraon a gasas da welout ha setu, ne oa marvet loen ebet eus loened Israel. Met kalon Faraon a galetaas, ne lezas ket ar bobl da vont kuit.


An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.


Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,


Selaouit ouzhin, tud kaledet a galon ha pellaet diouzh ar reizhder!


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ ha war hec'h holl gêriadennoù an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezhi, rak reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou va c'homzoù.


Setu perak eo bet dalc'het ar c'haouadoù, ha n'eus ket bet glav an diwezhañ amzer. Ha tal ur ribodez ac'h eus bet, n'eo ket fellet dit kaout mezh.


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoù.


Mibien faeüs a zremm ha kaledet a galon ez int. Kas a ran ac'hanout daveto, hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU.


Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.


Tud a c’houzoug reut, diamdroc’h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C’hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


Amdroc'hit eta ho kalonoù ha na reudit ket ho kouzoug.


rak anavezout a ran da zisentidigezh ha da c'houzoug reut. Setu, e-pad ma'z on c'hoazh hiziv bev ganeoc'h, ez oc'h disentus ouzh an AOTROU, pegement mui ne viot ket goude va marv!


Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma’z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n’en em galedfe unan bennak ac’hanoc’h dre dromplerezh ar pec’hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos