Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 an Aotrou a ouezo delivra euz an dentation an dud a rent henor dezhan, ha derc’hel ar re injust evit beza punisset deiz ar varn;

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 2:9
22 Referencias Cruzadas  

ez eo miret an den fall evit deiz ar glac'har, hag ez eo degaset evit deiz ar fulor?


Eus c'hwec'h anken e tieubo ac'hanout, ha d'ar seizhvet an droug ne stoko ket ouzhit.


D'ar mestr-kaner; salm David; war "Sheminid".


Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.


An AOTROU n'en lezo ket etre e zaouarn, ha n'en gondaono ket pa vo barnet.


Mibien an dud, betek pegoulz e vo lakaet va gloar en dismegañs? Betek pegoulz e karot ar fouge, hag e klaskot ar gaou?  Ehan


Ur stign euzhus a zo e disentidigezh ar muzelloù, met an den reizh a yelo er-maez eus an estrenvan.


An AOTROU en deus graet an holl draoù evel ur respont, an hini drouk zoken evit deiz ar glac'har.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.


Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,


Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.


Setu perak, sav mintin mat, gant servijerien da aotrou a zo deuet ganit, savit mintin mat, ha kerkent ha ma welot gouloù an deiz, kit kuit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos