Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 9:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c’halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Ha petra da lavaret, mar hen deuz Doue, o felloud dezhan diskouez he goler ha rei da anaoud he c’halloud, anduret gant eur batianted vraz vesseliou ar goler, great evit ar gollidigez?

Ver Capítulo Copiar




Romaned 9:22
27 Referencias Cruzadas  

D'ar bedervet lignez, e tistroint amañ, rak direizhder an Amoreaned n'eo ket c'hoazh leuniet.


Piv a anavez nerzh da gounnar ha da vuanegezh, hervez an doujañs a zo dleet dit?


Met evit kement-mañ em eus da lakaet da chom: evit ma weli va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.


An AOTROU en deus graet an holl draoù evel ur respont, an hini drouk zoken evit deiz ar glac'har.


Madelezhioù an AOTROU eo ned omp ket aet da get, e drugarezioù n'int ket echuet.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Betek pegoulz e tisprizo ac'hanon ar bobl-se? Betek pegoulz ne gredint ket ennon en desped d'an holl sinoù am eus graet en o zouez?


An AOTROU a zo gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, pardoniñ a ra an direizhder hag an disentidigezh, met ne zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag e kastiz fazioù an tadoù war o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.


Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc’h ar wirionez en direizhder,


Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.


Met kentoc’h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d’an hini en deus graet anezhañ: Perak ec’h eus va graet evel-se?


Ha n’en deus ket ar poder ar galloud d’ober eus un hevelep toaz-douar ur pod evit an enor hag unan all evit un implij dister?


o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.


Rak Doue n’en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,


En un ti bras n’eus ket hepken listri aour hag arc’hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus.


ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.


ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m’en deus skrivet deoc’h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.


Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos