Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hoc’h aour hag hoc’h arc’hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc’h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc’h eus un teñzor en deizioù diwezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hoc’h aour hag hoc’h arc’hand a zo merglet, hag ar mergl anezhe a zavo da dest a‐enep deoc’h, hag a zebro ho kig evel eun tan. Dastumet hoc’h euz eun tenzor evit an deiziou diveza.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 5:3
19 Referencias Cruzadas  

Laban a lavaras: Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Setu perak e voe anvet Galeed,


Ar bern-se a zo test, ar peul-se a zo test, penaos ne dremenin ket ar bern-se etrezek ennout ha penaos ne dremeni ket ar bern hag ar peul-se etrezek ennon evit noazout an eil d'egile.


Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.


va c'hrizennoù a ro testeni em enep, va zreuter a sav a-enep din, va zamall a ra em dremm.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.


Hag e lakain anezho da zebriñ kig o mibien ha kig o merc'hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennañ gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.


Debriñ a reont kig va fobl, hag e tennont o c'hroc'hen diwarno, hag e vruzunont o eskern, hag o lakaont a-dammoù evel evit ar pod-houarn, evel kig en ur gaoter.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.


Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc’hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


hag o gerioù a zebro evel ar brein-krign. En o zouez emañ Himene ha Filet,


Jozue a lavaras d'ar bobl: Setu, ar maen-mañ a vo un testeni a-enep deomp, rak klevet en deus an holl c'herioù en deus lavaret an AOTROU deomp, hag e vo un testeni a-enep deoc'h, evit na zinac'hot ket ho Toue.


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


An dek korn ac’h eus gwelet d’al loen a gasaio ar c’hast, he glac’haro, he diwisko, a zebro he c’hig hag he c’haso da netra gant an tan.


Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos