Ha roue Israel a respontas: Lavarit dezhañ: Arabat d'an hini a wisk e c'houriz fougasiñ evel an hini a ziwisk anezhañ.
Romaned 11:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n’eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac’hanout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) n’ed a ket da denna gloard’id da‐unan divar goust ar brancou; pe mar grez, bez sonj n’eo ket te a zoug ar c’hrizien, mes ar c’hrizien, eo a zoug ac’hanoud. |
Ha roue Israel a respontas: Lavarit dezhañ: Arabat d'an hini a wisk e c'houriz fougasiñ evel an hini a ziwisk anezhañ.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.
C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.
Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c’hellent ket prouiñ.
Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon,
Pelec’h eta emañ an abeg d’en em reiñ gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoù? Nann, met dre lezenn ar feiz.
Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,