Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 11:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Mad; diskolpet int bet abalamour ne gredent ket; mes te a choum stard dre ar feiz; diwall d’en em huellaad, mes bez var da aoun.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 11:20
43 Referencias Cruzadas  

Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.


An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.


Eürus eo an den a zo dalc'hmat en doujañs, met an hini a galeta e galon a gouezho er sotoni.


An hini a laka e fiziañs en e galon e-unan a zo diboell, met an hini a gerzh er furnez a vo dieubet.


An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Kêrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket.


Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.


En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.


Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.


Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.


na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n’eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac’hanout.


rak ma n’en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut.


Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc’h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan.


Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.


Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?


Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ


Reiñ a ran deoc’h da anavezout, breudeur, an Aviel am eus prezeget deoc’h, hoc’h eus resevet, hoc’h eus kendalc’het ennañ,


Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait.


n’eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d’ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.


evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,


Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,


gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.


an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.


Evel-se e welomp penaos ne c’helljont ket antreal abalamour d’o diskredoni.


En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.


Pa’z eo gwir eta ec’h antreo hiniennoù e-barzh, ha pa n’eo ket antreet ar re a oa bet graet dezho da gentañ ar bromesa abalamour d’o diskredoni,


Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.


Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,


Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.


Harpit outañ o vezañ start er feiz, o c’houzout penaos ho preudeur a zo er bed a c’houzañv an hevelep poanioù.


Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv,


Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos