Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 20:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ha roue Israel a respontas: Lavarit dezhañ: Arabat d'an hini a wisk e c'houriz fougasiñ evel an hini a ziwisk anezhañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 20:11
12 Referencias Cruzadas  

An holl Voabiz o vezañ klevet e oa pignet ar rouaned d'ober brezel dezho, en em zastumas, adalek an holl re a oa en oad da c'hourizañ ar c'hleze ha dreistoc'h, hag en em zalc'hjont war an harzoù.


Laka warnañ da zorn, soñj en emgann, ha ne zistroi ket.


N'en em veul ket evit deiz warc'hoazh, rak n'ouzout ket petra a c'hell un devezh genel.


Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.


Kriet o deus: Faraon roue an Ejipt n'eo nemet trouz! Lezet en deus da dremen an tu.


Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,


Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c’hwervder.


Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos