Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 20:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Pa glevas Ben-Hadad ar respont, e oa oc'h evañ gant ar rouaned en teltennoù, hag e lavaras d'e servijerien: Kit d'ho lec'hioù! Hag en em rankjont d'o lec'hioù a-enep kêr.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 20:12
10 Referencias Cruzadas  

Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eñ. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreñv ha kalonek.


E servijer Zimri, penn an hanter eus e girri, en em savas en e enep pa oa e Tirza oc'h evañ hag o vezviañ e ti Arza, mestr e servijerien e Tirza.


Hag ez ejont er-maez da greisteiz, pa'c'h eve hag en em vezve Ben-Hadad en teltennoù, eñ hag an daou roue ha tregont a skoazelle anezhañ.


Lavar dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e kasan da gerc'hat Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag e lakain e dron war ar vein-mañ am eus kuzhet, hag ec'h astenno e ballenn warno.


Belshazar, o vezañ tañvaet ar gwin, a c'hourc'hemennas degas al listri aour hag arc'hant en doa lamet Nebukadnezar e dad diouzh templ Jeruzalem, evit ma evfe enno ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed.


D'an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.


Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.


N’en em vezvit ket gant gwin a gundu d’an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,


Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos