Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 11:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec’h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Mes mar d’eo bet diskolpet unan‐benag euz ar brancou, ha te, gwezen olivet sauvach, mar d’oud bet greffet en ho flas, ha mar d’oud deuet da gaoud lod er c’hrizien hag er mêl euz ar vezen olivet,

Ver Capítulo Copiar




Romaned 11:17
22 Referencias Cruzadas  

Ar re reizh en gwelo, hag e toujint, hag e c'hoarzhint gantañ:


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


Olivezenn c'hlas, mat-meurbet dre gaerder he frouezh, evel-se e c'halve an AOTROU ac'hanout. Da drouz ur safar bras ec'h enaou tan enni, hag he brankoù a zo bruzunet.


Un doujañs vras e-keñver an AOTROU a grogas en dud-mañ, hag e kinnigjont aberzhoù d'an AOTROU hag e rejont gouestloù.


hag en e gichen ez eus div olivezenn, unan a-zehou d'al lestr, hag eben a-gleiz.


Setu perak e lavaran deoc’h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc’h ha roet d’ur vroad a roio ar frouezh anezhi.


Me eo ar winienn wirion ha va Zad eo ar gwinier.


Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.


Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.


Rak ar bromesa a zo evidoc’h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c’halvo an Aotrou hon Doue anezho.


Rak mar d-out bet troc’het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan?


Ni, Yuzevien a c’hanedigezh ha nann pec’herien a-douez ar baganed,


da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,


ur vro gant gwinizh, heiz, gwini, gwez-fiez ha greunavalenned, ur vro gant gwez-olivez o reiñ eoul ha gant mel,


Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù,


Ar re-se eo an div olivezenn hag an daou gantolor en em zalc’h dirak Doue an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos