Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 3:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Pelec’h eta emañ an abeg d’en em reiñ gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoù? Nann, met dre lezenn ar feiz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Pe leac’h eta ema ar sujet d’en em c’hlorifia? Taolet eo er meaz. Dre be seurt lezen? Dre lezen an oberou? Nann, mes dre lezen ar feiz.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 3:27
26 Referencias Cruzadas  

En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.


An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.


An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.


Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.


Hogen mar d-eo dre c’hras, n’eo mui dre an oberoù, anez ar c’hras ne vije mui ur c’hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n’eo mui ur c’hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù.


Setu, te a zo anvet Yuzev, en em harp war al lezenn, a denn gloar eus Doue,


Te a denn gloar eus al lezenn, hag e tizenor Doue o terriñ al lezenn?


Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.


evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.


Mar d-eo bet Abraham reishaet dre an oberoù, en deus lec’h da dennañ gloar, met nann dirak Doue.


Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin.


met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c’hlevidigezh hag am dalc’h ereet ouzh lezenn ar pec’hed a zo em izili.


Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec’hed dre ar c’hig.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


rak ar vugale ne oant ket ganet c’hoazh ha n’o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d’an oberoù met abalamour d’an hini a c’halv,


met Israel hag a glaske ul lezenn a reizhder, n’eo ket deuet a-benn da gavout al lezenn-se a reizhder.


Perak? Dre ma n’o deus ket he c’hlasket dre ar feiz met dre oberoù al lezenn. En em stoket int ouzh ar maen-kouezh,


Rak piv a laka ac’hanout evel disheñvel? Petra ac’h eus ha ne’c’h eus ket resevet? Ha ma ec’h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne’z pije ket e resevet?


oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.


Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos