Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 3:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Dre-se eta e lavaromp ez eo reishaet an den dre ar feiz, hep oberoù al lezenn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Dre‐ze eta e varnomp penaos an den a zo justifiet dre ar feiz, heb oberou al lezen.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 3:28
20 Referencias Cruzadas  

E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.


ha d’an hini na labour ket met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhañ da reizhder.


O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.


oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.


Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz.


Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!


N’eo ket dre an oberoù, evit na denno gloar den ebet.


ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.


evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.


Met unan bennak a lavaro: Te ac’h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.


Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù?


Gwelout a rit eta ez eo an den reishaet dre an oberoù ha nann dre ar feiz hepken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos