Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 3:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Doue, ha bez’ eo hepken Doue ar Yuzevien? Ha n’eo ket ivez hini ar baganed? Ya, bez’ eo ivez hini ar baganed,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Doue hag hen a zo hep‐ken Doue ar Judevien? Daoust ha n’eo ket hen ive Doue ar Jentiled? Eo zur! Doue ar Jentiled eo ive;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 3:29
31 Referencias Cruzadas  

Hag Abraham a lavaras da Zoue: Ra c'hello Ismael bevañ dirazout!


Met me a zo ur preñv ha n'on ket un den, dismegañs an dud hag an disprizet eus ar bobl.


Ra en devo Doue truez ouzhimp ha ma hor bennigo, ra lakaio e zremm da lugerniñ warnomp,  Ehan


E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.


Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.


Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.


Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? Doue n’eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,


Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.


Da zibabet em eus a-douez ar bobl-mañ hag ar baganed, hag e kasan ac’hanout bremañ etrezek enno,


Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


N’eus diforc’h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c’halv anezhañ.


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.


da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos