Romaned 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) d’an holl dud muia‐karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ! |
Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!
Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.
Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
Kement-mañ a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d’ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud!
Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da’z sent e Jeruzalem,
O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c’halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.
Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.
nag an uhelder, nag an donder, na krouadur all ebet, ne c’hello hon dispartiañ diouzh karantez Doue a zo e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Henn lavarout a ra en Ozea: Envel a rin va fobl an hini na oa ket va fobl, hag ar garet-mat an hini na oa ket ar garet-mat.
met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C’hresianed, Krist a zo galloud Doue ha furnez Doue.
Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc’h holl! Amen.
Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist.
Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Ha diwar-benn Benjamin e lavaras: An hini a zo karet-mat gant an AOTROU, a chomo e surentez en e gichen. E c'holoio bemdez, hag en em zalc'ho etre e zivskoaz.
Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
d’ar sent ha d’ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,
Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.
Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.
Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Ra roio an Aotrou a beoc’h e-unan ar peoc’h deoc’h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc’h holl!
da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc’h abalamour ma’z int kredourien ha re garet-mat, ha m’en em lakaont d’ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.
da Dimote, va mab karet-mat: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!
Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
Met evel ma’z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc’h-unan santel en hoc’h holl gundu,
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.
Ra vo ganeoc’h ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h, a-berzh Doue an Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez!
Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc’h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour:
Skriv da ael Iliz Pergam: Setu ar pezh a lavar an hini en deus ar c’hleze lemm a zaou droc’h:
Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet:
Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c’hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d’ar vuhez:
Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:
Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc’houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor: