Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 8:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Hogen, gouzoud a reomp ive penaos pep tra a dro da vad gant ar re a gar Doue, gant ar re a zo galvet hervez he volontez.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 8:28
53 Referencias Cruzadas  

C'hoant ho poa d'ober din droug ha Doue en deus cheñchet kement-se e mad, evit ober ar pezh a welit bremañ ha mirout drezon ar vuhez d'ur bobl vras.


Marteze e sello an AOTROU ouzh va glac'har, hag e roio an AOTROU vad din e-lec'h ar mallozhioù a hiziv.


hag e lavaris: Da bediñ a ran, AOTROU, Doue an neñvoù, Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an druez evit ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù!


Rak Doue a saveteo Sion hag a savo kêrioù Juda. Enno e vo tud o chom, hag e vint perc'hennet.


hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar ac'hanon hag a vir va gourc'hemennoù.


An douar a greno hag a vo er poanioù, rak pep mennad an AOTROU a-enep Babilon a vo graet, evit lakaat bro Vabilon da vezañ ur gouelec'h hep tud.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


ha karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, eus da holl nerzh. Hennezh eo ar c’hentañ gourc’hemenn.


Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c’her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d’ar vuhez peurbadus a gredas.


rak donezonoù ha galvidigezh Doue a zo didorrus.


Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho.


rak ar vugale ne oant ket ganet c’hoazh ha n’o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d’an oberoù met abalamour d’an hini a c’halv,


da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:


met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C’hresianed, Krist a zo galloud Doue ha furnez Doue.


Doue a zo feal, drezañ oc’h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.


Met evel ma’z eo skrivet: Bez’ int traoù n’en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n’int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ.


Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.


Met pa’z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c’hras,


Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c’hras Krist evit heuliañ un aviel all,


Al ali-se ne zeu ket eus an hini en deus ho kalvet.


hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou,


Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,


Karout a ri an AOTROU da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh.


en deus roet dit da zebriñ er gouelec'h ar mann n'anaveze ket da dadoù, evit izelaat hag amprouiñ ac'hanout, hag evit ober vad dit da c'houde.


e redan gant gred war-zu ar pal evit priz galvidigezh neñvel Doue e Jezuz-Krist.


Rak Doue n’en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,


en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,


Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


E kement-mañ emañ ar garantez: n’eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c’haret ha kaset e Vab en aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù.


Ni a gar anezhañ dre ma en deus hor c’haret da gentañ.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos